Gwiriekaat dre bostel

Gwiriekaat dre bostel a aotre ur gont diavaez, da lâret eo ur gont n'eo ket meret he chomlec'h postel gant Mailo, da gevreañ hep bezañ lakaet ur ger-tremen Mailo.

Ma n'hoc'h eus ket ur ger-tremen Mailo eo an doare gwiriekaat evel-henn :

  1. mont e darempred gant Mailo war ar bajenn Gwiriekaat dre bostel
  2. lakait ho chomlec'h postel ha goulennit ma vo kaset ul liamm d'ar chomlec'h-se
  3. klikit war al liamm er postel resevet
  4. lakait ho kont Mailo

Gallout a rit dibab ur ger-tremen evit ho kont Mailo er bajenn Surentez a c'haller mont betek ennañ diwar al lañser Dibarzhioù.

M'hoc'h eus dibabet ur ger-tremen Mailo evit ho kont, n'hallit ket implijout an gwiriekaat dre bostel.